
|
|
Eus ma bloavezhioł tremenet o
studiań
ar savouriezh hag an Arzoł-neuziań (1982/1992) em eus miret ar
goust d’ar c’hantren, d’an tresań ha d’ar brastresań en
diavaez.
Plijout a ra din bale er c’hoadoł ha war aodoł
Breizh. Em sac’h-kein ez eus dafar eeun : ur c’harned
brastresoł, kreionoł, stiloioł liv hag ul
luc'hskeudennerez.
Distreiń a ran d’an atalier gant
damdresoł, luc’hskeudennoł eus al lec’hioł gweladennet :
gwez, gwrizioł eus an dangoadoł, spoum, roc’helloł. Ur wech
kenaozet an traoł war ar follenn : al linennoł, ar gouloł, an
damc’houloł e tisoursian tamm-ha-tamm diouzh ar gweled orin evit
lakaat e-barzh santadoł, munudoł diwelus, arlivioł, ha santadoł a
zo muioc’h en diabarzh.
War ar bajenn wenn, gant ul labour
gant taolioł, a c’hall tennań da hini an engraver pa vez o
labourat gant e c’houstilh pe e veg sec’h, ez an kuit da glask ar
pezh na c’haller ket sontań, treuziń, ar pezh zo diwelus.
Seul
donoc’h e teu an du war ar paper, seul vui eo aloubet ar bajenn
gant an damc’houloł, seul vui e tiskouez sekredoł kuzhet,
teńzorioł endonet e-kreiz an delioł, ur ruskenn pe e-kreiz frailh
ur roc’h.
Klask an diwelusted, e-kreiz teńvalded un dangoad
pe ur frailh roc’hellek zo hep fin na difin.
|
|
|