Abaoe
un ugent bennag a vloawezhioù e vez ma luc’hskeudenniñ oc’h
ober hent ganin hag o kemm war-un-dro ganin, war-zu ur puradur hag en
deus ar peb retañ da bal.
An
hentad-se a dro en ur c’hlask d’ an diweladus, a-wezhioù diwar
ul luskad trumm pe diwar redi an ampoent, er-maes eus kement disoc’h
akademieg zo.
Par
da heni un imbourc’her e tenn ma argerzh d’ un tostaad d’ an
hed rekis. Essaeañ a ran da daped natur don ha kaerded dreist an
traoù , testoù eus ar pezh a wel ma sell barzheg a-dreus an
toull-bukañ.
E
Norzh Penn-ar-Bed ema Didier Milet o chom. Douget eo gant ul lusk
krouer hag en laka da zibab meur a zanvez da luc’hskeudenniñ
diouzh red an amzer, herwez e awen.
|