Abaoe un ugent bennag a vloawezhioù e vez ma luc’hskeudenniñ oc’h ober hent ganin hag o kemm war-un-dro ganin, war-zu ur puradur hag en deus ar peb retañ da bal.

An hentad-se a dro en ur c’hlask d’ an diweladus, a-wezhioù diwar ul luskad trumm pe diwar redi an ampoent, er-maes eus kement disoc’h akademieg zo.

Par da heni un imbourc’her e tenn ma argerzh d’ un tostaad d’ an hed rekis. Essaeañ a ran da daped natur don ha kaerded dreist an traoù , testoù eus ar pezh a wel ma sell barzheg a-dreus an toull-bukañ.

E Norzh Penn-ar-Bed ema Didier Milet o chom. Douget eo gant ul lusk krouer hag en laka da zibab meur a zanvez da luc’hskeudenniñ diouzh red an amzer, herwez e awen.