OUEST FRANCE 24/07/2019 “SPERED KELT” OC’H EN EM STALIAÑ E GWIDEL Da geñver an degouezh « Arz e seizh Chapel » an arzourien bodet er strollad anvet Spered Kelt o deus lakaet war wél o oberennoù barzh chapel Locmaria. Unnek arzour a gemer perzh er strollad-mañ, hag int oc’h ober gant teknikoù liesseurt. Jean-Claude Sevellec (tenner poltrejoù), Nicole Ryan (livourez), BrigittePaumier (livourez war lien), Jacqueline Page (livourez), Gérard Nicol (tenner poltrejoù), Serge Milet (livour ha barzh), Colette Segalen (livourez), Didier Milet (tenner poltrejoù), Pierrette Lenormand (pastel sec’h), Jakez Gaucher (skrivagner ha kaerskriver), Ellem (engraver war blom) a zo ganto holl ur spered kelt. Un doare ‘zo dezho da weled an traoù, da vevañ, da vezañ tost ouzh ar bed. « An oberennoù-mañ a gaver enno-holl ar memes kizidigezh hag an hollvededelezh » hervez Kaourantine Hulaud, prezidantez ar gomision « Sevenadur ha buhez kevredighezel » e Kuzul Rannvro Breizh, o lavarout he soñj diwar-benn ar strollad « Spered Kelt » . |