Degemer
Ar gevredigezh Spered Kelt, diazezet e miz Genver 1999, zo he fal bodañ an holl arzourien, forzh peseurt diskiblezh e vefe, hag a labour, e Breizh, evit
Pal Spered Kelt eo ivez bodañ ar gevelerien war dachenn ar sevenadur hag an abadennoù arzel abalamour d’o lakaat e rouedad gant an arzourien a c’houlenn
Spered Kelt a vev diwar hêrezh ar Gelted, da lavaret eo, un doare hag ur varregezh da welet, da vevañ, da santout ar bed, ha mont a ra war binvidikaat dalc’hmat.
Ouzhpenn-se e tegemer ar spered-mañ ar bezoud en e bezh ha gant hemañ buhez ha marv, gweladus, naturel ha dreist-naturel,naturel, pezh a vag kizidigezh personel pep hini.
Disheñvel eo oberennoù arzourien “Spered Kelt” an eil re diouzh ar re all a-fed mod-ober met peb unan anezho a zegas kement a gizidigezh ha pep unan anezho a denn d’an hollvedel.