War-zu bed an engraverezh « troc’h-dous » on bet heñchet gant ar providañs.

Gant an emglev etre an engravadur dre gleusañ hag ar c’hrouiñ livadurioù eo bet paket ma c’huriusted arzel.
Ar santiment flour da vezañ kavet ma hent ezteuler.

Farsus eo evidon. Komzet e vez diwarbenn engraverezh « troc’h dous », met n’eus ket tu kenveriañ binviji e-giz ar gisell, an tach sec’h pe an drenkenn, gant ar flourded !

Plijout a ra din muzuliañ askoù ha dantadurioù an drenkenn, skañv pe skanvoc’h, mikroskopek zoken, krouiset war tu lufrus ar blakenn houarn.

Paket eo ivez ma c’halon gant an « aquatinte » gant sukr, dre ma ‘z eo tost evel ouzh dourliverezh kredapl . . . Petra vefe gwelloc’h eget ar stumm engravadur-se evit ezteurel aergelc’h maesadoù Breizh.

Evel-se eo entanet kenvoc’h-krenvañ maesadoù bord an aod ha ma c’harantez evit Breizh, dre grouiñ stampoù el lec’h ma vez renevezet spered kelt dishean. Kargañ a reont ma c’halon evel an tro-mor diwar ar garreg

07 83 75 60 04