Abaoe 2004 e c’hell Jakez Gaucher, diwar ar c’haerskrivañ pleustret ingal, adkavoud eñvorennoù e c’hourdadoù, darnoù awen newez hag ur mod-emziavaesiñ diveiz ha bew. War ar prim ha gant ur jestr hepken a vez gwraet an tressañ gantañ, heb sikour e spered.
Troellennoù ha kildroennoù zo test d’ un nerzh diwel: an dorn ne ra ken nemed heuilhañ roudoù n’ eo an troellennoù anezho nemed dameuzh ar bed spurmantet war ar prim.
Ar jestr mestroniet a-grenn a ya gant ar primder naturel-mañ douget gant an ‘Tao’. Neuse e c’hello al linennoù tresset moned a-dreist an traoù gweladus ha mordeiñ en tu-hont da douelloù ar bremañ.
Mar les an nen ar meizañ d’e aloubiñ e chom sac’het anezhañ war ar wrimenn; med ur wezh e-barzh an nann-ober, disammet eus e soñjoù, neuse e tiskoach an tressoù kuzhadelloù dianav dezhañ. Rag a-dreñv an tress eo a guzh an ‘Tao’.

Ti Forn – 29520 – Saint Thois

02 98 73 84 72