Eus ma bloavezhioù tremenet o studiañ ar savouriezh hag an Arzoù-neuziañ (1982/1992) em eus miret ar goust d’ar c’hantren, d’an tresañ ha d’ar brastresañ en diavaez.
Plijout a ra din bale er c’hoadoù ha war aodoù Breizh. Em sac’h-kein ez eus dafar eeun : ur c’harned brastresoù, kreionoù, stiloioù liv hag ul luc’hskeudennerez.
Distreiñ a ran d’an atalier gant damdresoù, luc’hskeudennoù eus al lec’hioù gweladennet : gwez, gwrizioù eus an dangoadoù, spoum, roc’helloù. Ur wech kenaozet an traoù war ar follenn : al linennoù, ar gouloù, an damc’houloù e tisoursian tamm-ha-tamm diouzh ar gweled orin evit lakaat e-barzh santadoù, munudoù diwelus, arlivioù, ha santadoù a zo muioc’h en diabarzh.
War ar bajenn wenn, gant ul labour gant taolioù, a c’hall tennañ da hini an engraver pa vez o labourat gant e c’houstilh pe e veg sec’h, ez an kuit da glask ar pezh na c’haller ket sontañ, treuziñ, ar pezh zo diwelus.
Seul donoc’h e teu an du war ar paper, seul vui eo aloubet ar bajenn gant an damc’houloù, seul vui e tiskouez sekredoù kuzhet, teñzorioù endonet e-kreiz an delioù, ur ruskenn pe e-kreiz frailh ur roc’h.
Klask an diwelusted, e-kreiz teñvalded un dangoad pe ur frailh roc’hellek zo hep fin na difin.

port : 06 32 76  71 35