E-pad pelle em eus beajet e bed an arvestoù hag ar c’hinkladurioù sinema. Er bloavezhioù plijus ha pinvidikaus-se em eus gallet toostat da deknikoù disheñvel-kenañ ha sellet a-zivout an argerzh krouiñ. E miz Genver 2021 em boa lakaet ma marc’heg e Pontekroaz etre ar Gwaien hag ar meurvor. Sklêrijenn Breizh a gas ac’hanon dija war-zu fromadennoù kreñv ha dianav. Beajiñ a ra bremañ ma labour livour etre difetisted ha realouriezh evel livioù dibar an oabl hag ar mor.