Un dro-vicher eus ar re goshañ eo livañ war tu gin ar gwerinier. En ur glask ur media a-benn ezteurel nerzh bresk ar vuhez ha livañ poltredoù tud o vevañ er straedoù eo deuet anat din ober evel-se. Emaon o klask , a-dreuz d’ar maezioù, al luc’h, an dreuzwelusted, an amdu a zeu da vezañ gwerzennoù, ar peurlip a-dreñv d’ar skramm. An drolinenn luc’hus ; efed kenedus betek re moarvat met, dreist-holl, treuzfurmerezh, daousteriegezh, goulennidigezh. Pa zeu ar from da vezañ skrivet …
Stummet eo bet Jacqueline Page d’ar vicher a disavour . Labourat a ra a-youl-gaer evit ATD Quart Monde. Buhezet he doa atalieroù livañ dre ar bed. Staliet eo e Kommanna abaoe 2013 ha livañ a ra war tu gin ar gwerinier : ur speredelezh pemdeziek, ur sell leun a c’hoanag desket digant tud ha n’int ket « tud dister ».