Stummet e oa bet Nikol Ryan en un doare klasel, met atav e vez awenet don gant he gwrizioù keltiek, iwerzhonek ha breizhat. Pa oa deuet da chom e Breizh, dour, meurvein ha mojennoù e leizh enni, e oa bet dispaket he livioù flamm. Ul labour fetis a-walc’h a oa deuet en un taol da vezañ difetis hag a deu bremañ deus an diabarzh gant nerzh.
Flour eo he oberennoù, ha santet e vez ar vaouez a zo anezhi enno, ha klask a ra atav lakaat al livioù da c’hoari kenetrezo. « Chromatic resonance »/« La Résonance Chromatique » evel m’eo bet anvet an efed-se ganti. Oberennoù Nikol a zo savet ha maget gant teknikoù kozh ha nevez, bet tapet ganti diwar he stummadur klasel hag he spered kurius. Pedet eo bet e 2011 gant Ajañs Sevenadurel Breizh da gemer perzh er “Strollad Arzoù Breizh” .
Atelier : 111 Rue Park Traezh, 29250, Santec, FRANCE (sur RDV)